Ur wezh e oa,
Ur wezh ne oa ket,
Ur wezh e oa bepred...

Setu amañ kontadennoù ar bed a-bezh, troet e brezhoneg a Vro Gwened gant Gwendal MEVEL.

Kinnig a reomp deoc'h ur gontadenn amañ dindan. Mar fell deoc'h lenn kontadennoù all e vint kavet en ur restr PDF da bellgargañ amañ >>.

*******************************************************************

 Yaponcho Doue an avel

Un nebeut amzer a zo e oa bet lakaet an Hopied diaes-tre get an avel. C'hwezhiñ a rae ne skuizhe ket é c'hwezhiñ. Skubet kuit e veze gorre ar parkaouier. Esaet o doa plantiñ traoù en douar. Met skubet e veze kuit ar greun e-raok n'o deveze bet amzer da gellidiñ. Tristez ha nec'hañs a aloubas spered an holl. Graet o doa lidoù-profiñ ur bochadig paho o doa profet met en aner.

Kuzulioù a oa bet dalc'het get an dud kozh er c'hivaoù lec'h ma vutument bep a gorn-butun get gred. Goulenn a raent an eil doc'h egile petra a c'helle bout kaoz ma lakae an Doueed un avel ker kreñv da c'hwezhiñ àrnezhe. Ha goude un herrad o doa graet o soñj atersiñ an «tudigoù bihan» : an daou zoue-ar-brezel bihan Po-okonghoya ha Palongahoya e vreur yaouankañ, ha goulenn sikour gete.
Lakaet e oa bet an tudigoù bihan neuze da zonet. Pa oant daet-tre e faotas dezhe gouiet perak e oant bet galvet. An Hopied ha respontet e klaskent sikour rak e oa ret diskoulmiñ kudenn an avel. An tudigoù bihan a laras o devehe bet studiet petra a c'hellehent gober evit sikour an dud.

Laret o doa d'ar wazed chom er c'hiva ha gober paho. Neuze an tudigoù bihan ha aet da gavouet o mamm-gozh fur ar Vaouez-Gevnidenn. Arriv en he zi, int aet ha goulennet geti alejiñ ur skudellad yod maiz c'hwek da gemer gete evit o beaj. Gouiet a raent evel-just piv e oa Yaponcho (Doue an Avel) hag e-men e oa é chom : er lein e-tal menez ar c'huzh-heol er faoutenn vras, er reier du.

Pa oa bet alejet ar skudellad yod-maiz e oant daet en-dro d'ar c'hiva ha prest e oa eno ar paho hag ivez ar volotenn, a blij dezhe bepred kemer gete evit c'hoari, paot ne vern da ven eh ant. Gwaregoù ha biroù a oa bet graet a-ratoazh evite rak ne oa ket gwashoc'h tra evit tremen get hent ar brezel. Neuze e oa bet savet ar biroù anezhe get pluñv al labous-glas. Prud a oa àrnezhe bout efedusoc'h hag hi graet get sort pluñv..

An daou zen bihan a sellas àr-du blein San Fransisco. An dud kozh a oa aet gete betag Little Colorado river hag aze o doa azezet ha butumet o c'horn-butum.

Ar vrezelerion vihan ha aet kenti-kentañ en ur c'hoari get o bolotenn. Arriv e oant er fin betag annez Doue an Avel Yaponcho er pevarvet deiz.

E chom e oa Doue an Avel doc'h troad toull-bras ar c'huzh-heol en ur pikol tarzh er reier du e vez é tianaliñ dreze hiniv-an-deiz bepred. Bannet o doa ar paho dre an tarzh hag int da fardiñ àr ar skudellad yod-maiz spegus ha mouest. Int da begiñ dor Yaponcha get ar yod spegus-se. Braouac'h d'ar gounnar a savas ennoñ neuze. C'hwezhiñ ha c'hwezhiñ a reas met n'helle ket monet er-maez. An tudigoù da c'hoarzhin ha da vonet d'ar gêr, plijet bras get o zrogamm dezhe o-unan e gwirionez.

Met a-nebeudigoù e krogas an dud er c'herioù da sentiñ e tae da vout tefourek. Toemmoc'h-toemm e tae da vout bep deiz. E diabarzh ar c'hivaoù e veze toemm ur braouac'h ken na yas ar wazed er-maez anezhe. An dud a lamas ag o zier evit chom àr an doenn anezhe da sellet doc'h blein San Fransisco, evit gwelet hag é tonet e vehe ur gogusenn bennak. Newazh ne oa bet gwelet an disterañ kogusenn e tiskouez he skeud laouen, ne oa bet sentet tamm tapenn avel, ken na soñjas an dud e oant é vonet da vougiñ.

Soñjal a raent e oa ret dezhe gober un dra efedus. Muioc'h a baho a oa bet graet get ar wazed neuze. Int aet ha galvet an tudigoù adarre hag o fedet da vonet da gavouet Yaponchaki (Ti Yaponcha) eeun-ha-eeun ha laret dezhe e ranke bout peoc'h. Roet o devehe ar paho dezhoñ hag er laosket da vonet er-maez, rak gwasoc'h c'hoazh e oa an tefour evit an avel. Neuze an tudigoù a laras o devehe klasket gober o gwellañ evit distannaat an traoù .

D'ar pevarvet deiz e oant arriv e ti Yaponcha. Bet e oant é laret-kaer un herrad ha graet e oa bet o soñj gete er fin, gober un toullig, ha pas ken, en e zor evitoñ da denniñ e anal. Arabat ne vehe bras erwalc'h an toull evit er lakaat da dec'hiñ da vat. Lamet e oa bet gete un nebeudig ag ar yod-maiz. A-benn-kaer e tas er-maez un dapenn avel, ur gogusenn wenn vihan a zas àr-wel. Monet a reas dre an dezerzh betag kêr an Hopied. Pa oa aet an tudigoù en-dro d'ar c'hêriadennoù oa laouen an holl, trugarekaat o doa graet a galon. A-c'houdevezh ne oa bet an avel na re vras na re vihan, just ar pezh a oa rekis evit miret an dud e peoc'h, met n'en doa ket bet biskoazh skubet kuit tout an traoù.

A-c'houdevezh ema dediet ar bedenn-brofiñ paho da Doue an avel Yaponcha e miz meurzh miz an avel vras get mac'htierned ha beleion veur an teir c'hêriadenn ag ar mesa.

Kontadenn hopi (indianed ag Amerika an norzh)


Paho : ur sort gwialenn relijiel a vez implijet evit goulenn un dra bennak get an Doueed

Kiva : lec'h ma vez en em gavet ar re gozh da laret eo ar re fur pa vez dober (evit diskoulimñ ur gudenn bennak)